Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
D'an 12 a viz Mae : Degouezh ar Redadeg e Plougerne

Pennad-Stur an Ti-Kêr :
AR BREZHONEG LIESLIV, PINVIDIGEZH UR VRO ! 10 vloaz dija ! Degouezh ar Redadeg e Plougerne : warlec'h bezañ treuzet Breizh, a vro da vro, deuit da heuliañ ar vazh-eilañ kaset a zorn da zorn, a rummad da rummad, arouez ar brezhoneg liesliv ha bev. Tud a youl-vad, skolioù, kevredigezhioù, kenwerzhourien, skipailhoù an ti-kêr, a labour a-gevred evit aozañ an degemer evit gouel « Brezhoneg ha Plijadur » ! Ur blijadur eo evidomp, da ginnig deoc'h ur gouel a-feson, lec'h ‘vo kavet (...)

- Gouelioù ... a bep seurt
Par pour Ar redadeg le 24/04/18 8:52

Pennad-Stur an Ti-Kêr : AR BREZHONEG LIESLIV, PINVIDIGEZH UR VRO ! 10 vloaz dija ! Degouezh ar Redadeg e Plougerne : warlec'h bezañ treuzet Breizh, a vro da vro, deuit da heuliañ ar vazh-eilañ kaset a zorn da zorn, a rummad da rummad, arouez ar brezhoneg liesliv ha bev. Tud a youl-vad, skolioù, kevredigezhioù, kenwerzhourien, skipailhoù an ti-kêr, a labour a-gevred evit aozañ an degemer evit gouel « Brezhoneg ha Plijadur » ! Ur blijadur eo evidomp, da ginnig deoc'h ur gouel a-feson, lec'h ‘vo kavet gant pep-hini ar blijadur da vevañ asambles ur prantad leun a startijenn gant sonerezh, dañs ha sport ha brezhoneg en hor begoù ! Yannig Robin, Maer Plougerne Philippe Cariou, Eil-Vaer e karg eus ar sevenadur hag an amzer vak Cécile Trividic, Kuzulierez-kêr e karg eus ar brezhoneg ****************************************************************************** Programm an devezh : REDOMP A-STROLLi ! 30 kilometr a vo da redek war gumun Plougerne etre kreisteiz ha 4 eur. Kemerit perzh : pep hini a c'hell redek, 100 metrad, 1 c'hilometr, 30 kilometr. Meur a lec'h a vo evit stagañ ouzh ar Redadeg. degouezh-redek-bzg POL JEAN TANGI > Etre 1 eur ha 6 eur hanter gm, digoust Gouel ar c'hoarioù a zo deuet da vezañ un devezh gortozet gant an holl ! Ar c'hevredigezhioù, Bod ar re yaouank ha Ti-kêr Plougerne a labour a-gevret evit reiñ d'ar re yaouank ha d'ar re gozh ar blijadur da c'hoari asambles. Evit an holl 1e - 6e Dremmlivañ | Bod ar re yaouank Moger grapañ | « Rêves de mer » 1e30 - 5e30 Arzoù ar sirk | « Piste des légendes » 1e - 6e30 Frammoù c'hwezh | Anim Fun C'hoarioù a-stroll | Ti Ludo C'hoarioù-video | Bod ar re yaouank 1e30 - 6e30 Un tañva d'ar gouren | Skolioù gouren Bro Leon C'hoarioù kozh | C'hoarioù kilhoù 2e - 6e30 Domino | EHPAD an aberioù Peadra da zebriñ | Bod ar re yaouank degouezh-bugale-bzg PLASENN EUROPA 2e - 2e15 gm : ROUND PAGAN AR VUGALE - 2 ganaouenn a-stroll : «Madig» ha «Rigordennig», dañsoù ha kanaouennoù gant ar skolidi ha Jakez ar Borgn. 2e15 - 3e gm : JAKEZ AR BORGN - Kaner, soner ha furlukin, Jakez ar Borgn a ginnigo kanaouennoù evit ar vugale, bihan ha bras. Tonioù lusk-dilusk ha startijenn e-leizh ! 3e - 3e15 gm : ROUNDBA SALSARDIN - Dañs a-stroll, mod «zumbavotte» evit ar re vihan hag ar re gozh, dañsit evel ar penn-dañser a zo war al leurenn ! 4e - 5e gm : DEGEMER AR REDADEG 2018 Binvioù tos gant Sonerion 29, roet e vo ar vazh-test ha lennet ar gemennadenn guzh. Prezegennoù.. 5e - 5e15 gm : SONADEG BAGADOÙ AR VRO Bro an Aberioù, Gwiseni, An Eor Du... 5e30 - 7e30 gm :STAL SIRK GANT SKOL ARZOÙ AR SIRK Un tañva eus arzoù ar sirk war blasenn an iliz. 5e30- 6e30 gm : ABADENN «DUO DU BAS» 2 blac'h, 2 vouezh, unan eus Breizh eben eus Bro Euskadi. Pep kanaouenn a gont un istor. Deuit da veajiñ gant un abadenn liesliv 7e- 11e : LEURENN DIGOR...Souezhadennoù e-leizh ! degouezh-plasenn-1-bzg degouezh-plasenn-2-bzg POL ARMORICA - Stalioù kan ha dañs 8e - 8e10 noz - Round Ar Vro Bagan 8e10 - 8e20 noz - Round Pagan ar vugale 8e20 - 8e30 noz - Round Pagan 100 a gan - Leurenn 1 : kreizenn Armorica > 8e30 noz - 2e30 vintin | 2€ - digoust evit ar vugale (-12 vloaz) Kreiz Breizh Akademi (KBA) Fest noz : Startijenn, Hiks, Tchikidi he Teir - Leurenn 2 : Plasenn ar C'houldri 9e- hanternoz | Digoust Loig Troël Krissmenn & Alem Groove boys degouezh-armorica-bzg degouezh-gouren-bzg Plus d'info : cliquez sur le plan pour télécharger le programme de l'arrivée degouezh-kartenn-bzgCe communiqué est paru sur Ar redadeg https://www.ar-redadeg.bzh

Voir aussi :
logo
Ar Redadeg symbolise la transmission de la langue bretonne à travers les générations et les territoires tout en collectant des fonds pour favoriser la pratique du breton dans la vie sociale et familiale. Née en 2088, la Redadeg a lieu tous les deux ans, la 3e édition était en mai 2012, de Brest à Douarnenez Des milliers de personnes courent nuit et jour, en relais, à chaque kilomètre sur 1500kms et sur les 5 départements bretons. Le témoin, symbole de la langue bretonne, transporte un message gardé secret, il passe de main en main et est lu à l'arrivée. C'est un événement à la fois solidaire, sportif, culturel, familial, populaire et festif. Un événement à fort impact médiatique, économique et culturel. En 2014 il est prévu de courir entre le samedi 24 mai et le samed
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 6) ?

ABP

  • À propos
  • Contact
  • Mentions légales
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons