Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
Ar roue Ubu.
- Agenda -
C'Hoariva : Ar roue Ubu e Lokoal-Mendon a-benn digwener da noz
Ar pezh c'hoari Ar roue Ubu a vo kinniget e Lokoal Mendon get Strollad ar Vro Bagan, war leurenn sal Emeraude
Par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre le 22/10/08 8:37

Ar pezh c'hoari "Ar roue Ubu" a vo kinniget e Lokoal Mendon d'ar 24 a viz Gouel Mikel (Here) get Strollad ar Vro Bagan, war leurenn sal Emeraude.

Kouviet eo bet ar Vro Bagan get Douar Alré ha Kerlenn Sten Kidna evit "Bro Alré Gouil Bamdé" (15/10-15/11), gouelioù evit sevenadur Breizh e Bro An Alré. Ar Roue Ubu a zo troet diwar oberenn Alfred Jarry Ubu-Roi. 18 aktour a vo war al leurenn evit un arvest bras ha dispar.

"Diwar ur farserezh skolajidi eo bet savet Ar Roue Ubu. Fellout a rae dezho ober goap ouzh unan eus o c'helennerion, Felix Heber, a oa war o meno spontusañ ha grosañ den a oa o vale war an douar. Diwar pezhig u c'heneil "Ar Boloniz" e savo Jarry e bennoberenn, un taol-dispac'h e istor ar c'hoariva. An Tad Ubu a vezo kavet e pezhioù all : "Ubu chadennet", "Ubu dogan", "Ubu war an dorgenn", hag oberennoù all Almanak an tad ubu ar vrudetañ anezho. Jarry, diouzh doare, a deuio muioc'h mui da vezan an tad ubu eñ e-unan".

Troidigezh Ar roue Ubu e brezhoneg (graet get Goulc'han Kervella), a zo bet embannet get Skol Vreizh.

- Digwener 24 a viz Gouel-Mikel (Here), 8 e 30, e sal Emeraude, Lokoal-Mendon; 7 euro evit mont e-barzh. 4 euro evit ar re edan 18 vloaz. Titouroù : Kerlenn Sten Kidna, 02 97 29 16 58.

Voir aussi sur le même sujet : théâtre
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
Cet article a fait l'objet de 1189 lectures.
logo
[ Gwelout pennadoù all Sten Kidna An-Alre]
-- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 2) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons