A nevez a zo gant Ai'ta :
Da gentañ ur film 6 munuten zo bet savet. Kontet e vez ennañ petra eo Ai'ta! poltriji ha filmoù morse diskouezhet 'vit c'hoazh a zo 'barzh.
Da eil, d'ar Sadorn 13 a viz Kerzu ez eo aet un strolladig tud eus Ai'ta! Bro-Leon war marc'had nedeleg Brest. Un Tad Nedeleg hag e tri lutun o deus aozet kentelioù brezhoneg 'pad un eur ha goude-se komzet gant ar boblañs diwar-benn ar yezh ...
Un degemer fiskal zo bet gant an dud : tud kozh deuet da gomz brezhoneg, kerent hag o deus lakaet o vugale e skolioù divyezhek hag o doa c'hoant kaout un tañva d'ar yezh, tud e leizh hag a gomprenn brezhoneg hep komz anezhañ alies. Un dra zo sur : frealzus hag ur blijadur da welet kement a dud ouiziek war ar yezh hag entanet ganti ! Diskouezh a ra kement-all emañ an divyezhegezh goulennet ganeomp un dra hag a zeden kalz dud. Neuze, pa vo divyezheg an holl lec'hioù foran e servijo d'un toullad mat a dud !
Ai'ta! Bro-Leon a broud neuze an holl dud mennet da heuliañ ar stourm kaset a benn gant ar rannoù lec'hel abaoe tri bloaz bremañ. Lodennoù eus ar vro n'ho deus ket c'hoaz ur gevrenn Ai'ta lec'hel : Kreizh Breizh, Kemper en o zouez.
Neuze tudoù, deomp dezhi : AI'TA!