Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/29/29211_1.jpg
- Communiqué de presse -
BREZHONEG BERZET WAR AN HENTOÙ TIZH : SKRIVET EN DEUS J-J. URVOAS DA VANUEL VALLS !
D’ar 26 a viz Genver e tistalie ar strollad Ai’ta ! panelloù-henchañ an hent-tizh 165, da geñver Kemper. Kement-mañ a oa bet graet evit diskuliañ doareoù ober ar Stad hag
Par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 26/02/13 1:50

D'ar 26 a viz Genver e tistalie ar strollad Ai'ta ! panelloù-henchañ an hent-tizh 165, da geñver Kemper. Kement-mañ a oa bet graet evit diskuliañ doareoù ober ar Stad hag a zalc'h da virout ouzh ar brezhoneg war an hentoù-tizh e Breizh. Da c'houde an oberenn arouezius-se en deus skrivet J-J. Urvoas da vManuel Valls, ministr an Diabarzh, evit goulenn gantañ petra emañ en sell d'ober evit ma kavo ar brezhoneg e blas er rouedad-hentoù meret gant ar Stad. Dalc'het hon eus soñj en doa prometet François Hollande e vefe kadarnaet karta europea ar yezhoù rannvro ha bihan-niver... N'eus netra cheñchet war an dachenn-mañ abaoe m'eo bet dilennet da brezidant ! Da c'hortoz ez eo plijet ar strollad Ai'ta ! gant intrudu J-J. Urvoas, ha goulenn a reomp gant holl dilennidi ar vro labourat diouzhtu evit ma vo talvoudekaet hor yezh, war an hentoù-tizh evel er vuhez foran a-bezh.

Document PDF . Source :
Document PDF . Source :
Voir aussi sur le même sujet : ai\'ta,bilinguisme