Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/34/34689_1.jpg
- Communiqué de presse -
Breizh : ur rannvro moc'h ha marc'h !
E brezhoneg penn da benn, abadenn vrav ar Gorsedd 2014, daoust d'ar glav !
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 20/07/14 19:19
:

E brezhoneg penn da benn, abadenn ar Gorsedd 2014, daoust d'ar glav, zo bet brav ha fromus

Leun a startijenn e oa Per Vari Kerloc'h, drouizh meur Breizh gant kenseurted bro Gembre, an drouizhez veur , ha drouizh Kerne Veur. Tugarekaet en deus pep bro evit ar c'henlabour a zo bet e-pad ar brezel, gant anvioù an dud o doa sikouret eus pep tu mor Breizh : Jean-Louis le Bretton, da skouer. Trugarekaet oa bet Mona Bras ha Lena Louarn, evit ar c'henlabour kaset da benn evit Breizh ar bloaz-mañ.

Met gortozet oa bet prezegenn an drouizh meur dreist-holl evit gouzout e soñj war stad Breizh hiziv an deiz : "Digant piv e c'houlenno ar Vretoned an aotre da zifenn o yezh hag o sevenadur e rannvro moc'h ha moc'h ho peus c'hoant da reiñ deomp ? Peseurt banniel a vo war an tiez-kêr kichen an triliv ha banniel EUropa ? Un izrannvro, pebezh spered a nevez, adober Marzhioù Breizh ar Grenn Amzer !Kredit lavarout Aotrou Ayraut : aon rak ar Bondeoù ruz, aon a disfiziañs a zo o vagañ hho sorc'hiennoù ! Ne glot ket gant unan a zo bet kentañ Ministr e penn kentañ ur Stad !"

Voir aussi sur le même sujet : gorsedd,drouizhed,stourm