Dec'h e oa tro kentañ « Corsica Football Cup » e Aiacciu. Evit ar c'hrogad kentañ aet eo ar maout gant skipailh Gabon a c'hoarie a-enep skipailh Togo. Un trec'h brav eviti, 3-0. An eil krogad etre an Diaouled Du hag « Squadra Corsa » zo echuet gant un trec'h (2-0) evit ar skipailh gorsat a-drugarez da balioù merket gant Tiberi (45') ha Mandrichi (60').
Taliñ a raio ar gourfenn ar skipailhoù korsat ha gabonat warc'hoazh da 8e30 da noz. An Diaouled Du a c'hoario evite-int da 6 eur evit an drede plas a-enep skipailh Togo. E Bastia e vo an daou grogad-mañ ha skignet e vefont war-eeun dre France 3 Korsika Via Stella. Gallout a rafed sellout ouzh ar c'hrogadoù dre al lec'hienn-mañ : (voir le site)
Un nebeud tud eus ar c'h/Kop Breizh e oa er match evit ma vo skoret an Diaouled Du gante. Degemeret mat 'neunt bet gant ar suporterien Orsi Ribelli hag eo dibunet ar c'hrogad gant un amva mat. Warc'hoazh e vefont ivez e Bastia hag ober a refont dimp sur-a-walc'h ar rentañ-kont resisoc'h diwar-benn ar match-mañ hag an amva er tribunelloù goude o distro.
Bevet Breizh !
Strollad-ren Kop Breizh