Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Berzh o doa graet Barba Loutig en Erer Kozh !
Merc'hed a gan brav, sonennoù hengounel, dibab a feson, "la mal coiffée" mod Breizh !
Par Fanny Chauffin pour FC le 21/07/15 10:41
:

Merc'hed a gan brav, sonennoù hengounel, dibab a feson, "la mal coiffée" mod Breizh !

Anjela, Elsa, Loeiza ha Lina, peder flac'h, startijenn enno, hentoù disheñvel, brezhonegerien a vihanig evit div anezhe, merc'hed mammoù kanerezed evit div anezhe, hag ur skiant prenet bouetet gant meur a strollad : Diaoulezed, Tribidop, Talec/Pasco evit Anjela, Pevarlamm, Balafent evit Elsa, Teatr Piba, Beauvir/Boudineau, evit Loeiza... Frouezh Kreiz Breizh Akademi int ivez, gant ul liv ispisial, etrevroadel : levezon Galisia hag Enezenn La Réunion evit Elsa da skouer, ar fado evit Loeiza.

Dastumet an eostad neuze, ha ma vez a-wechoù re dost ouzh strollad Okitania "la mal coiffée", an dibab tonioù ha paozioù a zo eus ar re wellañ tout, pell eus an "tri martolod" kanet gant an holl pe tonioù ha paozioù uzet ha peuruzet gant strolladoù "diouzh ar c'hizh".

Gourc'hemennnoù neuze, merc'hed, ha treuzkasit sonennoù a vremañ ivez, gant stourmoù ha hunvreoù 2015 e leiz !

Voir aussi sur le même sujet : kan da selaou, fest-noz, krouidigezh