Ur valeadenn a-feson e Bourc'h-Baz kinniget gant Kentelioù an Noz Gwinieg !
Loc'hañ a raimp da 9e45 vintin, dirak iliz Sant-Wenole, er vourc'h. Tu 'vo deomp da bignat gant tour an iliz evit gwelout ar paludoù a zo tro-dro. Baleet e vo dre straedoù ar bourk ha tro hor bo da selaou unan eus brezhonegerien ar vro, Sylvain Bahuaud. Brezhoneg ar vro, dañsoù ha kanaouennoù Bourc'h-Baz war roll ar gejadenn !
Goude merenn e vo heuliet hent ar valtouterien ha ma vez brav an amzer e c'hallimp kouronkañ e fin ar bourmenadeg.
Degasit ho poued, ha dour evit an devezh. Digoust eo ar bourmenadeg (met koustañ a ra war-dro 2¤ bizitadenn tour an iliz, met n'eo ket rediet mont).
Muioc'h a ditouroù war breton-nantes.org pe d'ar 02 40 20 39 74
D'ar Sadorn 13 a viz Even. Da 9e45, dirak iliz Sant-Wenole, e Bourc'h-Baz. Fin ar valeadenn da 5e.