Kentelioù an Noz Gwinieg a ginnig deoc'h baleadegoù e brezhoneg a-hed ar bloavezh. Setu an hini kentañ!
Disadorn d'an 10 a viz Du e vo. Kregiñ a raio an devezh gant un emgav dirak iliz an Hae Fouazer da 9e45 mintin. Goude e vo kerzet dre straedoù ar vourc'h betek ar ster Sevre. Tremenet e vo dre ur gwel-meur ha war hent ar milinoù. Kontet e vo deoc'h istor anv ar gêr.
Echu e vo ar valeadeg gant un digor-kalon tro-dro 12e30 ha ma vo brav an amzer e vo debret asambles (digasit ho poued!).
Digoust ha digor d'an holl! Ar baleadegoù a vez troet e galleg.