Ingal e vez kinniget baleadegoù e brezhoneg gant Kentelioù an Noz Gwinieg. Ar wezh-mañ e vo ar veleadeg e Tarvieg.
Kontet e vo eno istor ar gumun ha raktresoù evel hini ar "c'hronobus". Bale a raimp betek ur c'hastell a-dal d'al Liger ha goude betek pontoù Tarvieg. Aterset e vo ur vrezhonegerez, Sylvie Le Dastumer a zo o labourat e Tarvieg abaoe bloavezhioù.
Da 9e45 e vo an emgav dirak ti-gar Tarvieg.
Mont a raimp d'ur preti e fin ar valeadeg, da 12e30, e Auberge du Bout des Ponts. Evit ar pred eo ret lakaat e anv araok an 23 a viz Genver. Kontit 15¤ dre den evit ar pred. Kit e darempred gant Kentelioù an Noz a-benn lakaat hoc'h anv.
Ar valedadeg a zo digoust, digor d'an holl ha troet e galleg. Posupl eo kenweturiñ deus Naoned, kit e darempred ganeomp evit se.
Darempred betek digwener kreisteiz : 02 40 20 39 74 (burev Kentelioù an Noz)
Darempred adalek digwener kreisteiz : 02 40 80 97 64 (Yann-Lukaz, Kentelioù an Noz Gwinieg)