Ingal e vez kinniget baleadegoù e brezhoneg gant Kentelioù an Noz Gwinieg. Ar wezh-mañ e vo ar valeadeg er Chapel-Huelin.
Evit ar valeadeg-se, hini an nevez-amzer, e vo an emgav dirak iliz ar Chapel-Huelin. Kontet e vo istor ar gumun. Da c'houde ez imp da stalier daou gizeller, Sylviane ha Bilal, brudet evit bezañ kizellet delwenn "Héloïse hag Abeilar" er Palez. Kerzhout ar raimp betek forn Montru e-kichen gwernioù Goulen, hag a zo ul lec'h naturel deus ar c'hentañ ha piknikañ ar raimp war al lec'h e fin ar bourmenadeg. Degasit ho poued!
Digoust ha digor d'an holl. Troet e galleg. Enskrivadur ebet.