Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/53/53010_1.jpg
GBB : un doare da stourm war bep dachenn, sevenadurel, yezhel, politikel
- Chronique -
Balanant, Molac, Alfonsi : gant piv e vo ar gwirionez ?
Gortoz pe hep gortoz ar prezidant nevez ? Klask cheñch ar Vonreizh ? Pe chom hep cheñch anezhi ? Kontañ warnomp ni hon-unan, pe krediñ e Makron, ar Republikaned, RPS, hag an deputeoù o deus votet al lezenn Molag ? Piv, penaos, pevare ?
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 11/07/21 14:48
Tri depute asambles oc'h eskemm diwar dazont skolioù dre soubidigezh :
Réalisation : GBB/fea (128 vues)

Gortoz pe hep gortoz ar prezidant nevez ? Klask cheñch ar Vonreizh ? Pe chom hep cheñch anezhi ? Kontañ warnomp ni hon-unan, pe krediñ e Makron, ar Republikaned, RPS, hag an deputeoù o deus votet al lezenn Molag ? Piv, penaos, pevare ?

Seblantout a ra bout sklaer komzoù Balanant. Laouen gant Diwan, tad eurüs ur verc'hig bet e Diwan Kemperle daou vloavezh a-raok bout skoliataet e Paris bremañ e c'houl' memes tra amzer evit ma vefe cheñchet ar Vonreizh da vat. Gant Molag avat, ne vo ket posubl da c'hortoz, ma ne vo ket fiñvet evit cheñch ar Vonreizh a-rao 6 miz, e vo diposubl da cheñch planedenn skolioù dre soubidigezh. Gant Alfonsi, fiziañs ebet er Stad, evitañ eo istorel ar fed e oa bet ur bern dilennidi e Paris o doa votet (3/5vet) evit ma vefe ur gwir statud evit ar soubidigezh er skolioù, goude 50 bloavezh a stourm.

Peseurt strategiezh a vo, d'ho soñj ?

(iztitlet en galleg)

Voir aussi sur le même sujet : politikerezh, Diwan, Molac, brezhoneg, stourm
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 2 commentaires
Emilie Le Berre Le Dimanche 11 juillet 2021 18:04
Cheñchet eo bet ma soñj goude an dilennadegoù rannvroel diwezhañ. Intented am eus nemet folkloraj proviñsad zo. Strewet war an holl listenn eo bet nerzhioù gwanderioù Breizh, lakaat oc'h ideologiezh araok o bro, an ideologiezh o tont eus bro c'hall ouzhpenn peogwir n'int ket kap da gaout unan o-unan. En em c'houlenn a ran peogwir Alfonsi a zeu e Breizh c'hoazh o kollañ e amzer en ur bro a kañfarded.
Ne reont ket foutr lod vrasañ ar vretoned eus o yezh ha traoù all e-keñver Breizh. O soursiañ emaint eus o koumanant netflix, skipailh mell droad bro c'hall, ober "kikoo lol" war ar rouedadoù sokial ha me oar me ... Ar skeudenn o deus eus Breizh o tont eus Pariz, ne oarint ket netra all ha loc'h zo ganto evit-se.
Faeüs on ? Ya, muioc'h a muiañ !
(0) 
Alan G Le Jeudi 15 juillet 2021 09:34
Gwall nay e kavan Erwan Balanant. An daou all, Paul Molac ha François Alfonsi a seblant anavezout gwelloc'h petra eo spered gwidreüs, divezh ha faeüs ar re a zo e penn Republik Frañs.
Siwazh ez eo Yannig Kerlogod re jentil evit stourm ouzh youl hor "mistri", hag e chomo dindan levezon ar re-se, nemet ha kalz kreñvoc'h e vefe youl ar re kar-o-yezh ?
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons