Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Reportage -
Plas ar brezhoneg e kollogoù diwar plas ar brezhoneg : ur skouerenn
Ma ne vefe ket bet ur studierez yaouank ha Herve ar Beg o kinnig e vefe studiet istor Vreizh e brezhoneg hag e vefe komzet brezhoneg pa oa troourien ampart evit trein gant ar selaouelloù roet d'ar berzhidi... ne vefe ket echuet mod-se ar c'hollog...
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 6/08/23 0:32
Herve Bihan o klozañ an abadenn :
Réalisation : TV vro Kemperle -fea (182 vues)

Ma ne vefe ket bet ur studierez yaouank ha Herve ar Beg o kinnig e vefe studiet istor Vreizh e brezhoneg hag e vefe komzet brezhoneg pa oa troourien ampart evit trein gant ar selaouelloù roet d'ar berzhidi... ne vefe ket echuet mod-se ar c'hollog...

O sevel e oa ar plac'h yaouank, fromet da gaozeal diwar kement a dud e kollog An Oriant "n'em eus ket studiet istor Vreizh e skolioù Diwan" heuliet buan gant Herve ar Beg "Amañ war al leurenn e oa ur bern tud o kaozeal eus ar brezhoneg o komz e galleg, ha koulskoude e oa tud kad da drein gant ar selaouelloù" (daou jubennour a-hed an devezh), te Herve Bihan, te Rozenn, ha kement zo tout..."

Ha da heul setu ur bern tud o kaozeal brezhoneg, ha klozadur ar c'hollog graet gant Herve Bihan, prezidant an abadenn, en un doare dic'hortoz, ha ne oa ket bet komprenet gant an dud a grede e vefe graet pep tra... en galleg. Gwir eo, goude prezegenn Ministr kentañ Bro Gembre, start e oa embann e oa ret komz muioc'h brezhoneg... en galleg.

Voir aussi sur le même sujet : brezhoneg, politikerezh, skol veur
0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 3 commentaires
Tony Le Dimanche 6 août 2023 01:12
Evit a sell Istor Breizh, dre-chañs hon eus kelennerien dispar, evel Padrig an Habask, Rafael Urien pe c'hoazh Klaod an Duigou, skrivet gante levrioù brezhonek dave diwar-benn istor ar Vro. Ha Herve Bihan! Gallet en dije tremen e amzer oc'h embann levrioù gallek didalvez, dizehan... met nann! ur gwir penn breton zo anezhañ, ur stourmer, ne skuizh morse! hag a-drugarez d'e labour ramzel e c'hell Yann ha Katell vrezhoneger lenn hag adlenn e "Istor ar C'hrennvrezhoneg" e pemp levrenn. Ra vint holl trugarekaet evit o labour ken prizius.
(1) 
Naon-e-dad Le Mardi 8 août 2023 13:04
Me, n’am eus ket komprenet un dra : perak n’o deus ket komzet ar re a ouie brezhoneg (Rozenn Milin, Herve Bihan, …) e brezhoneg dirak an holl ? Cheñchet e vije bet penn-da-benn an aergelc’h. Plijus evit ar vrezhonegerien, iskis pe « ekzotek » – a-vaez-bro !? - un tamm evit ar re all. Ne vern, rak ar c’houplad a droourien evel just.
.
Abred a-walc’h ez eo deuet da vezañ anat da Yann a C’hollog ma veze ul lodenn souezhus (ha ne oa ket dister anezhi) eus ar berzhidi hag a ouie ar yezh.
.
Sklaer eo ivez ne veze ket a selaouelloù evit an holl (ret e vije bet goulenn anezhe pa oa poent en em enskrivañ, a-raok ma grogfe ar FIL. Hag ouzhpenn-se, dav e oa nompas ankounac’haat degas ur gartenn CNI evit amprestañ anezhe -).
.
Din-me, ur wech all e vo talvoudus ha normal kinnig selaouelloù d’an holl. Ha da heul leuskel ar brezegennerien war al leurenn hag a oar ar yezh (n’int ket niverus) ober ganti dirak an holl. Ma z’eus tud hep selaouelloù er sal, dezhe da zigeriñ o divskouarn evit dizoloiñ ha degemer sonerezh dudius ar yezh. Ur skiant-prenet brisius ha nevez – kredapl-braz - e vo evito.
.
Evit echuiñ war an dachenn-se, ar pep pouesusañ en abadenn-mañ eo e oa istitlet e galleg (ket e brezhoneg ivez ?) atersadenn video Sir Barry Cunliffe.
(0) 
Sten Charbonneau Le Samedi 12 août 2023 09:57
Naon-e-dad,
N'ouzon ket ket piv out, ha ne blij ket din toullañ kaoz gant an dud ha n'o deus ket lâret din piv e oant. Met moarvat e anavezan ac'hanout c'hoazh.
Jubennour on bet a-hed an devezh, o labourat gant Amanda Grey he deus graet ul labour eus ar c'hentañ evit treiñ e Saozneg pe e Galleg a bep eil.
Perak n'o deus ket komzet Brezhoneg prezegennerien zo ? Goulenn diganto, o choaz dezho e oa, pa oa bet lavaret gant izili SUV e vefe bet posupl dezho en ober, ha troet e vefe bet o c'homzoù gant ar jubennourien eno.
Selaouelloù a oa evit an holl re o doa goulennet : ker-ruz e koust ar binviji, ha goulenn 150 pe goulenn 500 selaouell n'eo tamm ebet ar memes priz. A-bouez e oa neuze da bep hini lakaat e anv ha goulenn ma oa ezhomm kaout ur benveg pe get.
Evel-just e vefe bet dedennus, sirius hag entanus kaout dirak an holl , lod eus ar prezegennoù en hor yezh, rak deomp-ni eo, he ne vo implijet gant den ebet all ma ne reomp ket ni hon-unan !
Evit klozañ, dedennus-meurbet e oa komzoù Sir Barry Cunliffe, gwir eo, ha ret eo lenn e levrioù bremañ !
A galon,
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons