Gwened d’an 3 a viz meurzh 2006 Erwan Vallerie 32 straed Olivier de Clisson 56000 Gwened
Da
Angèle Jacq Gal ar Vretoned evit an démokratelezh ha gwirioù ar Mab-Den Collectif Breton Démocratie Droit de l’Homme
Kenvroadez Ker,
A-du-krenn on gant ar c’hlemm a zo bet douget ganeoc’h en añv ar Collectif Breton… a-enep da Jacky Berroyer ha prest on d’ho skoazellañ en afer-mañ mar gellan. Abaoe 40 vloaz e tastuman ar menegoù enep-breton (un 200 bennak am eus rollet) e levrioù hon amezeien hag ul loden hepken anezho am eus lakaet da dalvout em levr “Ils sont fous ces bretons !”(hoc’h eus lennet marteze), ha n’int ket dre ret ar re washañ. Mar befe an destumadeg-mañ evit servijout deoc’h en ho prosez, en ho prestfen a galon vat. Ha prest e ven ivez da zougen testini pe da genlabourat gant ho strollad e mod pe vod.
Kalon deoc’h, daoust pe zaoust.
A-bouez-bras eo hiziv diskuliañ gouennelouriezh pilpous ar C’Halloued en hor C’heñver. P’am eus skrivet ma levr e oan c’hoazhen entremar : daoust ha ne vefe ket hor c’henvroiz feuket, pe zoken, mezhekaet ur wezh c’hoazh gant ar skeudenn anezho o-unan a ziskouezfen dezho gant ar menegoù-se. Prouet ez eus bet din avat, gant berz-mat al levr ha gant komzioù ar re o doa eñ lennet, en o zouez kalz a dud vunut n’o doa biskoazh gwelet ur gazetenn ag an Emsav (brav eo ar pezh a skrivit, emezo, ken pell amzer omp bet dismegañset ha kunujennet : poent e oa d’er reiñ da c’houzout), eo prest hiziv ar Vretoned da gompren ur seurt prosez. Ha mar bezomp korbellet gant ar lez-varn, ne ra forzh, a gwel a-se zoken, pa vezo diskouezet evel-se n’eus ket a justis evidomp er républik.
A greiz kalon ganeoc’h.
Erwan Vallérie