Araok ma vo dalc'het e vo d'ar 28 a viz Even ur guzuliadeg tiriadel war dazont ar brezhoneg o vodañ dilennidi rannvro Breizh, dilennidi diazezadur publik a genlabour etrekumunel (DPKE) , kevredigezhioù strollegezhioù tiriadel hag emañ o paouez votiñ departamant ar Mor-Bihan ur skoazell 1 million a euroioù evit Iliz Itron-Varia Pariz, e embann 40 kevredigezh int nec'het bras. Stadañ a reont ne c'heller ket ken mont war raok hep ur gwir skoazell digant strollegezhioù lec'hel Breizh.