Etre Kameroun hag Europa, Moussa ha Djebril, afer mignoniezh etre un den a zo aet kuit hag a zo distroet hag unan gant ar c'hoant "kemer penn an hent".
Pell'zo n'en doa ket Yann Fañch skrivet evit ar re vihan, koulskoude trec'h e oa bet "an dilojañ" e 2011 evit Priz ar Vugale, nag evit ar re yaouank gant pevar friz evit "Goustadik war al lambig" (2005), "Galv an Oy" e 2008, "Troioù kaer va foltreder"e 2009, ha "War sikour Eleonor" e 2010.
Neuze, distroet eo goude seizh vloaz war hent ar skrivañ, ha souezhus eo e skrid. Bugale koshoc'h eget ar re CM e penn an istor, met gallout a ra an istor dedenn ar vugale hag a zo beuzet gant keloù a bep seurt diwar ar repuidi. Un doare da eskemm, da gompren an darvoud bedel-mañ, da vont war raok gant an arozed war an hent ?