Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/42/42485_1.jpg
Priz ar vugale 2017 ba Tregon
- Communiqué de presse -
"Tadig eizh brec'h ", Priz ar Vugale 2017
10vet Priz ar Vugale roet e Tregon, gant pevar levrig skrivet brav ha dedennet bras ar vugale ganto !
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 26/06/17 22:51
:

10 vloaz 'zo dija e oa bet dibabet gant ar gevredigezh féa hag an ti-embann Keit Vimp Bev, kemer hent al levrigoù doare "petite poche" embannet en galleg gant Thierry Magnier. Un arroz a oad gant al lennerien CE2CM2, un istor berr, hep skeudenn a lak da veajiñ pe en ur bed all, pe er bed a-vremañ...

Neuze e-pad ar bloavezh-skol 2017/6/2017 e oa pevar istor, daou gant ur bed iskis, dindan an douar gant korriganed evit Laurence Lavrand e "Prizoniad ar gorriganed". Loened kevrinus a oa e "Kef ar wezenn velen" skrivet gant Myriam Guillevic deuet da respont da c'houlennoù ar re CM1 e skol Diwan Tregon. Prientet o doa ur bern goulennoù evit pep skrivagner. Pierre Emmanuel Marais oa chomet en Naoned, ken pell e oa eus Tregon met e romantig "Gaza" en doa lakaet ar skolidi da veajiñ etre bro Euskadi ha Palestinia e brezhoneg. Evit "Tadig eizh brec'h" e oa bet savet an istor diwar ur gontadenn kontet gant Marie-Françoise Castric, aet re abred d'an anaon, hag a ouie ijin istorioù a-vremañ. Deuet e oa he gwaz da zisplegañ penaos e save istorioù ha pegen laouen e vefe bet da vout ganto.

Dibabet e oa gant ar muiañ niver a lennerien, peogwir, hervezo, e oa ur "gentel vuhez". Met tost tre oa niver an dud o doa votet evit an tri levr all. Ha laouen ar re yaouank da eskemm gant ar re deuet da welet anezho ha da lakaat anezho da dañva ur gwastell graet ganto gant frouezhioù ruz jardin ar skol !

Votet oa bet gant 205 lenner eus 14 skol, e Karaez, AQr Releg, Gwitgalmeze, Tregon, An Oriant, St Teve, Lesneven, Pluneret, Gwened, Brec'h, Ploueg ar Mor. Met enskrivet e oa un tregont bennak a skolioù. Gant 40 levr embannet, e teu da vezañ "Priz ar Vugale" un dastumadeg levrioù evit ar skolidi kentañ derez, met ivez levrioù evit an deraouidi, tud deuet a glask danvez lenn ha ne c'hellont ket lenn ur romant hir e brezhoneg diouzhtu !

Trugarez neuze d'an aozerien, d'ar skolaerien ha dreist-holl d'ar skrivagnerien ha d'o lennerien evit lakaat un avantur da genderc'hel, evit ma vefe kroueet e brezhoneg istorioù nevez pep bloaz.

Voir aussi sur le même sujet : priz ar vugale, lennegezh, krouidigezh
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons