Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Communiqué de presse -
Ar «Grañtwest», Marv ar brezhoneg ‘vo !
Dre ma c’hoarier ar vazh a-benn klask gwerzhañ pe vountañ kentoc’h teuzadur Breizh ha rannvro broioù al liger evit sevel ur « grañtwest » kuit a ene, e sav a
Par Collectif pour Ai'ta ! Bro Gwened le 20/06/14 5:28

Dre ma c'hoarier ar vazh a-benn klask gwerzhañ pe vountañ kentoc'h teuzadur Breizh ha rannvro broioù al liger evit sevel ur « grañtwest » kuit a ene, e sav a enep groñs d'ur seurt raktres ar strollad Ai'ta ! .

Ne c'hell ket seurt steuñv teknokrat lakaat klevet c'hoantoù gwir ar vretoned.

Piv a c'hell krediñ e vefe seurt aozadur dougen ur gwir politikerezh yezh evit ar brezhoneg pe ur politikerezh dibar evit sevenadur Breizh ? Den ebet… Dizemskiant e vefe seurt bitrak gant gwirvoudoù an tiriadoù. Ouzhpenn krouiñ ur framm diboell ha nac'het gant ar boblañs e talvfe marv hor yezh hag hor sevenadur. Ne c'hellimp ket anduriñ an dra-mañ !

Holl asambles, lâromp «Nann » d'ar raktres « diverkiñ » Breizh , « Nann » d'ar marv hor yezh hag hor sevenadur, « Nann » d'ur « Grañtwest » ha « YA » da Vreizh unvan !

Stourmomp holl asambles evit hor yezhoù hag hor sevenadur, evit an digreizennañ hag muioc'h a zemokratelezh e Breizh 5 departamant.

Gervel a reomp an holl vretoned da gemer perzh d'ar vanifestadeg e Naoned d'ar 28 a viz Even.

Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn