Souezhus eo an Aotrou Prezidant. Sioul a-walc'h dirak an dud, prientet mat ar goulennoù hag ar respontoù. Hemañ a oar kaozeal, kea !
Ha kalonek an itron maer Pleskob, Nelly Fruchard hec'h anv, ur vaouez o stourm evit ar merc'hed, evit Breizh 5 departamant, hag evit ar brezhoneg, pa c'houlenn ouzh Nikolas Sarkozy ur statud evit ar brezhoneg.
Klaskomp adselaou ar pezh a zo bet lavaret gantañ :
- " yezhoù rannvroel , o finvidigezhioù, o glad sevenadurel a ra enor mammvro Bro C'hall ". Hep bout yezhourez, e c'hellfer goulenn : penaos e c'hell ur vro evel Frañs, goude bezañ flastret (hag o kenderc'hel da waskañ) ar brezhoneg, ar c'horseg, an euskareg, ... lavarout an dra-se ? Div vro, un identelezh skizofrenek marteze? Bugale div vamm emaomp, met pouezusoc'h eo ar vamm tri liv.
- "evidon, a-viskoazh em eus soñjet , n'eo ket ar brezhoneg un dra dañjerus evit an identelezh vroadel": neuze, a-benn nebeut,e vo staliet skolioù e brezhoneg e pep lec'h, degemeret e vimp mat e tiez post ar vro ha ne vo ket gwallgaset paotred Aita gant ar renerien ? Panneloù divyezhek e pep lec'h, ha brezhoneg e beg an holl.
- "laouen on o welout ar brezhoneg kelennet en diavaez ... war an eurvezhioù skol" : aze e vefe mat bout sklaer. N'eo ket memestra. Ul lapsus ?
- "a viskoazh 'm eus soñjet e oa ar yezhoù rannvro ur binvidigezh, ur glad sevenadurel hag a enor glad Bro C'hall. " Ur glad, evel ur c'hastell, ur vilin, gant divaskell na droont ket mui met ken brav eo da sellout outo ...