Kemerit perzh e klip Redadeg 2018 – Betek an trec'h !
Un tuto evit kompren gwelloc'h :
LIAMM_YOUTUBE_TUTO
« Betek an trec'h » eo kanaouenn ofisiel Redadeg 2018. Evit lakaat anezhi war wel ez eus bet soñjet goulenn diganeoc'h kemer perzh c'hwi ivez er c'hlip ha reiñ buhez d'ar video.
Ret e vo deoc'h kanañ ar pozioù pe klask mouskanañ anezho hag e c'helloc'h bezañ gwelet e klip ofisiel ar Redadeg 2018.
Ar re farsusañ, souezhusañ, dirolletañ a vo dibabet e-barzh ar c'hlip.
Setu un nebeud kuzulioù :
Gant peseurt dafar :
Ur pellgomz, benveg foto pe kamera evit ar skeudenn
Ur pellgomz all pe un urzhiaterez gant songreskerioù evit ma klevfec'h ar ganaouenn ( Pellgargañ ar ganaouenn), (ret eo klevet mat ar ganaouenn evit ma c'hellfemp keitañ gant ar sonerezh).
Ar pozioù evit pleustriñ warno
En em filmit :
O kanañ ar ganaouenn hag an diskan (d'an nebeutañ unan eus ar pozioù-kan hag an diskan)
O tañsal pa vez sonerezh salsa
Hoc'h-unan e mod selfi
Gant ho strollad mignoned, a-drugarez d'ur c'hamalad filmer
Gant ho tud-kozh vousc'hoarzhus
Gant ho loen muiañ-karet
Diroll, treuzwisket pe gant dilhad ar pemdez, laouen bepred
En diavaez-vro, dirak lec'hioù dibar a lako ar Redadeg da veajiñ
O redek, o treiñ warnoc'h hoc'h-unan hag o kanañ war un dro
Oc'h ober van da seniñ gant ur benveg ! Air gitar, air-trompuilh...
Grit ur video hir a-walc'h evit ma c'hellimp dibab peseurt mare lakaat ac'hanoc'h er c'hlip !
Deiziad:
Kasit ar skeudennoù-se, dre ho pellgomz pe urzhiaterez, a-raok ar 4 a viz Meurzh 2018, d'ar chomlec'h :
https://www.dropbox.com/request/RAUDRyzDxxJmJLGfyApG
Skouer - Un happening graet e Douarnenez :
https://youtu.be/gFXklq9d57E
https://youtu.be/gFXklq9d57E