Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Présentation de livre -
An Avel en Haleg: un nevezenti gant An Alarc'h embannadurioù
An Avel en Haleg a zo unan eus oberennoù pennañ al lennegezh saoznek. Evit ar wech kentañ, a-drugarez da droidigezh Alan Martel, e c’haller dizoleiñ e brezhoneg troioù-kaer ar pevar
Par Anne-Sophie Leborgne pour An Alarc'h le 3/07/14 11:38

An Avel en Haleg a zo unan eus oberennoù pennañ al lennegezh saoznek. Evit ar wech kentañ, a-drugarez da droidigezh Alan Martel, e c'haller dizoleiñ e brezhoneg troioù-kaer ar pevar loen, hollvrudet bremañ, ijinet gant ar Skosad Kenneth Grahame.

Deomp d'o heul da gantren war ar maez, d'ober un dro-vale war ar stêr, da zebriñ e ti Mari Glazioù ha kalz pelloc'h c'hoazh. Petra a blijo deoc'h ar muiañ? Dizoleiñ ar bed gant an aotrou Goz boas da vevañ dindan an douar, mont da heul an aotrou Touseg, pinvidik-mor, leun a fouge ha dispont, pe roeñvat gant an aotrou Razh bepred dilu ha laouen, pe c'hoazh bamiñ ouzh fealded ha mignoniezh didro an aotrou Broc'h…

Skeudennoù gant E. H. Shepard.

268 p. ; 14,8 x 21 cm ; 12 ¤

ISBN: 978-2-916835-54-9

Skignet gant : Kuzul ar Brezhoneg

4 straed Louzaouenn an Hañv (rue du Muguet)

22300 Lannuon — Breizh

[33+] (0)2 96 48 03 00

www.brezhoneg.org

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn