Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Conference debat -
Alc'hwezioù evit adperc'hennañ ar yezh hag an identelezh
Diviz e brezhoneg e Karaez diwar-benn dazont ar yezh er vro
Par Fanny Chauffin pour ABP le 31/10/11 11:32

Kement a lañs a zo gant an Euskariz m'emaint bremañ oc'h ober tro ar bed evit skoazellañ yezhoù bihan all en Amerika ar Su (quechua) pe en Europa. Troet eo bet o labour skiantel "Arnod an euskareg" gant Padrig an Habask. Pedet e oa bet e Karaez Remy Guillou, Fulub Kere, Visant Abaziou, Jakez Fulub, ... evit divizout gant an daou Euskarad deuet da zisplegañ disoc'hoù o labour : Aimara hag Iñigo Iñurrategi, klasker.

Diaes eo keñveriañ atav. Aozadur ar vro, politikerezh, liammoù sokial, darempredoù gant ar yezh ... Ret eo lakaat ar sokioyezhoniezh hag ar psikoyezhoniezh da gaout ur plas brasoc'h e preder aktorien an adperc'hennañ : perak e chom a-sav kerent, ha perak e adkrog tud da gomz brezhoneg, euskareg, kechua d'o bugale ?

Politikerezh ar yezh ? "Politikerezh ar yezh a sell ouzh ar bolitikerien" a respont Remi Guillou. N'eo ket santimant ar re all er sal : "dre ar brezhoneg e vo savetaet ar brezhoneg", eme Fulub Kere. Liammet eo evito ar raktres evit ar brezhoneg ouzh ur raktres evit pobl Vreizh...

Arnod an euskareg, Garabide Elkartea, Al lanv 2011, 14 euro

gwerezhet asambles gant un DVD

a c'hell bezañ pellgarget ivez (Creative Commons)

Voir aussi sur le même sujet : stourm
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons