88 vloaz, bev-buhezek, met penaos e ra evit bout ken joaius ha gai ?
Un den bihan o pignat war al leurenn, simpl ha plom. Met diouzhtu e oa sachet evezh an arvesterien gant ar youl en doa da gontañ istor ar skubelenn, pe hini ar vaouezh gant bronnoù an tu kleiz hag an tu dehou... Hag an dud da c'hoarzhin...