Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Ai'ta dirak ti-post Montroulez ar sadorn 24 a viz Genver a c'houl doujañs evit ar brezhoneg
Un tregont den bennak a oa en em gavet disadorn tremenet dirak ti-post Montroulez evit goulenn ma vefe doujet d'ar brezhoneg gant pennoù bras embregerezh La Poste. Ar c'hounnar a zo en em savet da heul komzoù droch ha diresped
Par Tangi Gicquel pour Ai\\'ta ! Bro Dreger le 29/01/09 3:55

Un tregont den bennak a oa en em gavet disadorn tremenet dirak ti-post Montroulez evit goulenn ma vefe doujet d'ar brezhoneg gant pennoù bras embregerezh la Poste.

Ar c'hounnar a zo en em savet da heul komzoù droch ha diresped an Aotrou Amiard, e karg deus al lizheroù evit ar rannvro : hemañ en doa lavaret penaos ne glote ket reizhskrivadur ar brezhoneg gant ar mekanikoù nevez implijet evit dasparzh añ al lizheroù.

Un nebeut deizioù war lerc'h e oa bet dislavaret Amiard gant un Aotrou Bailly, pennrener La Poste e Bro C'Hall, met ne ket evit an dra-se e chomo a sav ar stourm : rankout a ra ar brezhoneg hag an holl yezhoù rannvro kaout o flas er servijoù publik.

Cet article a fait l'objet de 1073 lectures.