Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
photo
photo
- Communiqué de presse -
Ai'ta Bro-Leon e skol veur Brest...
Ar 26 a viz du ez eo aet Ai'ta! Bro-Leon da stourm ha da riboullat e Skol-veur al lizhiri e Brest. E-pad ar prantad-se eo bet displeget hor kerse e-keñver an doare ma vez graet war dro ar paneloù divyezheg er skol-veur : lammet eo bet kalzig anezho ha brezhoneg ebet ken goude,
Par Tristan Nedelleg pour Ai\\'ta ! Bro Leon le 26/11/08 14:48

Ar 26 a viz du ez eo aet Ai'ta! Bro-Leon da stourm ha da riboullat e Skol-veur al lizhiri e Brest. E-pad ar prantad-se eo bet displeget hor kerse e-keñver an doare ma vez graet war dro ar paneloù divyezheg er skol-veur : lammet eo bet kalzig anezho ha brezhoneg ebet ken goude, nac'het da zivyezhekaat reoù nevez ha brezhoneg ebet war moger bras ar skol-veur.

Diabaoe bloaz paseet e vez goulennet gant Ai'ta Bro-Leon strivoù a-berzh Skol-Veur Breizh Izel, rak hon defe c'hoant gellout implij ar brezhoneg, klevout ha lenn anezhañ aliesoc'h. A-benn diskouezh da renerien an UBO e oa posubl, ez eo bet staget ur pezh mell giton war moger ar skol-veur. Al logo "SBI, Skol-veur Breizh Izel" (UBO) warniñ. Ur giton all a oa skrivet warniñ "Langue bretonne méprisée jusqu'à quand...?"

Ur brezegennig a zo bet lennet ivez, ha profet eo bet ur jileten saveteiñ da Bascal Olivard, rener an UBO/SBI "evit mirout dezhañ beuziñ gant arguzennoù toul hag a servijfe da abegiñ an diouer a brezhoneg er skol-veur"! Un dilennadezh ker, eus Brest a oa aze ivez : Frédérique Le Nedellec, dilennet e anv an UDB. Troc'het eo bet ganti ur seizenn a-benn lidañ ar panel brezhoneg nevez staliet gant Ai'ta!

Roet eo bet 600 trakt d'ar studierien evit displegañ pal an oberenn ivez ha tri soner oa aze evit plantañ ur aergelc'h a-feson.

Spi hon bremañ bezañ bet klevet, ha goulenn a reomp groñs un emgav gant Pascal Olivard, rener an UBO a-benn lakaat ar brezhoneg da vont war raok e skolioù-meur Breizh Izel.

Trugarekaat a reomp holl mignoned Ai'ta Bro-Leon deuet d'hor souten.

Ai'ta! Bro-Leon, evit ar brezhoneg!!

Voir aussi sur le même sujet : langue bretonne
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn