Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Communiqué de presse -
Ai'ta Bro-Dreger en Sant Brieg
Disadorn tremenet, e fin an endervezh, e oa bet tu gwelet t-shirtoù orañjez ar strollad Ai'ta! e straed Sant Gi en Sant Brieg. Eno he doa aozet ar vandennad tud yaouank-mañ, deus Bro-Dreger ha Sant Brieg, ur fest-deiz Zovach "war ar prim", e-kreizig kreiz straed brudetañ Sant Brieg, leun
Par Jérémy Robin pour Ai'ta ! le 8/03/07 20:32

Disadorn tremenet, e fin an endervezh, e oa bet tu gwelet t-shirtoù orañjez ar strollad Ai'ta! e straed Sant Gi en Sant Brieg. Eno he doa aozet ar vandennad tud yaouank-mañ, deus Bro-Dreger ha Sant Brieg, ur fest-deiz Zovach "war ar prim", e-kreizig kreiz straed brudetañ Sant Brieg, leun a dud o vale d'an eurioù-se. Ha plijet Briegiz gant an abadenn sonerezh ha dañs war a seblant, dre ma chome hiniennoù anezhe o sellet ouzh an arvest digustum-mañ hag hiniennoù all o tañsal !

Ouzhpenn seniñ ha dañsal oa bet graet, reiñ 500 trakt ha toullañ kaoz gant an dud dedennet a oa bet graet ivez. Kement-mañ gant ur giton brav skrivet warnañ "brezhoneg bev - langue bretonne vivante !", a-benn diskwel splann pal hon stourm ha sachañ evezh an dud.

Sur eo ha n'eo ket marteze e talc'ho soñj Briegiz deus an dud yaouank-se, leun a startijenn ha gwisket en orañjez !

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
[ Gwelout pennadoù all Ai\\\'ta !]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 1) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons