D'an 12 a viz an Azvent e oa bet un emgav etre ar strollad Ai'ta ! ha prezidant tolpad-kêrioù Gwened (24 kumun enni), Ao Pierre Le Bodo hag e rener servij ar sevenadur hag ar sport, Ao David Kerdelant.
Dalc'het eo bet seurt un emgav da heul hon oberenn « divyezhekkat » ur bus (e Gwenholo 2013) a rouedad busoù an tolpad kêrioù. Renevezet e oa bet ar rouedad busoù KICEO ur blez zo get ur garta c'hrafek hag ur panellerezh nevez hep brezhoneg erbet e 2012 daoust d'an obererezhioù sinet a-barzh ar garta « Ya d'ar brezhoneg « e Gwenholo 2010.
Kinniget eo bet d'e brezidant neuze un teul savet genomp a-benn adtapout an dale evit brudiñ ar brezhoneg er vuhez publik hep gortoz an dilennadegoù ti-kêr é tonet (live 1 ag ar garta oa bet sañset bout tapet e-korf 2 vlez.. 3 blez àr-lerc'h n'eo ket bet graet c'hoazh !) .
Galvet hon eus e brezidant dagas da benn ur politikerezh yezhel uhelek evit ar brezhoneg kenglot get feur uhel bugale skoliataet e filierennoù divyezhek àr an tiriad.
Nend eus ket mui tu pasiñ get adtapout live 1 « dister » ar garta « Ya d'ar brezhoneg » . Dav eo derc'hel kont ag emdroadur ar gevredigezh e Breizh hag ar goulenn sokial evit ar yezh hiziv an deiz. E penn araok e oa bet tolpad-kêrioù Gwened e 2010 pa oa bet sinet ar garta. Kentañ tolpad-kêrioù ar Mor-Bihan é siniñ seurt ur garta. Pell emañ Yann vrezhonegour ag e gazeg bremañ.
Evit ar brezhoneg : seul kentoc'h, seul gwelloc'h… Sellet 'vo pizh genomp an araokadennoù gortozet.