Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/21/21190_1.jpg
kampionad lazioù-kanañ Breizh
- Communiqué de presse -
6ved kampionad lazioù-kanañ breizh
An 6ved Kampionad Lazioù-Kanañ Breizh a vo renket e Landerne d'an 14 a viz Gouere 2011. Degemeret e vo gant gouelioù Kann al Loar er sal ar Family.
Par Le Guillou Armelle pour Fédération Kanomp Breizh le 1/02/11 16:40

An 6ved Kampionad Lazioù-Kanañ Breizh a vo renket e Landerne d'an 14 a viz Gouere 2011. Degemeret e vo gant gouelioù Kann al Loar er sal ar Family.

Añvet e vez bep bloazh ul laz-kanañ Kampion Breizh gantañ , ha profet e vez gant ar juri ouzhpenn ur priz ar c'hrouidigezh.

Reolennoù nevez a zo bet aozet er bloazh-mañ : kinniget eo d'al lazioù-kanañ daou rummad evit ar wech kentañ. Met dieub eo bep strollad da zibab e rummad.

Digoret e vez ar c'hampionad d'al lazioù-kanañ d'ar bed a-bez, gourel, gwregel pe kemmesk. Digoust eo lak e añv. Enskrivadurioù beteg fin miz Ebrel. Reolennoù, roll-skridoù, roll an notennoù war lec'hienn kevread Kanomp Breizh : www.kanompbreizh.org. Titouroù : kanompbreizh [at] wanadoo.fr pe 06 32 29 79 29

Krouet eo bet Kevread Kanomp Breizh gant renerien al lazioù-kanañ a gan e brezhoneg, a oa izili kommision Kan Kendalc’h. Ganet eo bet dre voloñtez ar c’hengevread ha d’ar c’hompozer René Abjean, ha gant sikour rannvro Breizh. Ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh eo Kanomp Breizh.
Lazioù-kanañ pemp departamant Breizh ‘vez bodet e Kanomp Breizh. Hor pal a zo kas war raok ar c’han e brezhoneg, hengounel hag a-vremañ, el lazioù-kanañ.
Karget eo neuze Kanomp Breizh da zerc’hel bev tonioù hengounel e brezhoneg, met souten a ra ivez komponerien ar vro da grouiñ oberennoù nevez evit lazioù-kanañ.
Sikour a ra ivez da vrudañ ar c’han e brezhoneg evit tud a bep oad hag a bep lerc’h, e Breizh pe en diavaez.
[ Gwelout pennadoù all Fédération Kanomp Breizh]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons