Ar gevredigezh Santez Anna Gwened a ginnigo ur lid hag ur sonadeg a-benn ar Yaou 11 a viz Kala-Goañv 2010, da 3 eur d'enderv, en Iliz-veur Santez Anna an Alré.
Da-geñver an 11 a viz Kala-Goañv e faot da Santez Anna Gwened lidiñ ar Peoc'h ha tolpiñ an dud evit derc'hel soñj ha koun ag ar lazhadeg vras a oa bet er brezel bed 1añ hag ar mell cheñchamant a oa daet d'e heul evit tonkadur, sevenadur ha yezh Pobl Breizh.
Lerc'h-ouzh-lerc'h e vo Jorj Belz ha Jean-Paul Rieux é lenn testennoù skrivet e brezhoneg get Loeiz Herrieu, Yann-Ber Kalloc'h hag Émile Masson, ha 3 laz-kanal (150 a dud) – Bouezh Santez Anna, Kalonoù Derv Bro Pondi ha Kanerion ar Skorv – é kanal ur pemzek sonenn vrezhonek bennak a denn da istoer ar Vretoned e-pad ar brezel bed 1añ ; evit ambroug ar ganerion hag ar brezegourion e vo ivez Skol Bombard Jean-Claude Jegat eus Kreizenn Sonerezh sakr renet get Fabrice Lothodé.
Mod-arall e vo meur a sonenn da lakaat an dud er sal da ganal ar un dro get ar lazioù-kanal, ken evit ober bourrapl d'an holl, ken evit roiñ da anavet ar sonennoù-se.
Digoust e vo mont a-barzh, met goulenn a reomp get an dud en em gavout da 2 eur 45 d'enderv.
Evit gouiet hiroc'h : 02 97 36 66 81