"Me zo ganet e kreiz ar moc'h", abadennig evit digeriñ tachad ar c'hengred
Direnket eo ar c'hevredigezhioù gant ar cheñchamant lec'h ha cheñchamant aozadur ar "geriadenn gengred" a oa ar bloaz paseet. Plas neuze bremañ da "tachad ar c'hengred" meret gant ar festival war eeun, a-dreñv Egorenn ar gomz, e-kichen Palez ar c'hendalc'hioù. Kalz tostoc'h ouzh an dud.
Hag evit digeriñ an daou lec'h e vo digwener traoù plijus : priz an danevell roet gant ti-kêr ha mediaoueg an Oriant da 6 eur noz, da c'houde e vo barzhonegoù Galisia hag Asturia ha da 8 eur, plas da "Me zo ganet e kreiz ar moc'h", gant ar strollad Fubudenn, un abadennig e galleg, gant ur pennad e brezhoneg. Penaos e vez graet gant pemp gwiz a gan buhez ar moc'h e Breizh.
Hag e-pad ar sizhun, tabutoù, abadennoù gant Jean-Yves Barrdoul, Alan Kervern, Lena Louarn, Bernez Tangi, ar brezhoneg evit ar re nul div wech, deskiñ gerioù galleg bro Akadia, ...
Ha tout an traou-se, evit netra, mar plij ganeoc'h !