Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Interview -
"Degouet ba ho oad ho peus bevet bochad traoù"
Bev-buhezek eo memor an aotrou Allain atav, 96 vloaz gantañ
Par Fanny Chauffin pour ABP le 25/06/12 16:24

Anavezet en doabet an aotrou Allain Pachtol, miliner Kergueffr : un den "en e sav" e oa, gant mourroù hir ha bras, lakaet en doa anezhañ da dreuziñ ar ster etre Redene ha Tremeven meur a wech. Leun a fent eo an den kozh, evel ma vefe ar bloavezhioù o ruilhañ warnañ hep ober o labour...

N'en doa ket c'hoant e vefe filmet hag enrollet pep tra. Milinerien ar vro oa merc'hetaerien ivez, hag e-pad ar brezel pa oa gwaz ebet er vro, a-wechoù e chome re bell ar miliner e ti merc'hed o-unan.

Kavet hir e amzer gantañ e yae ar jav kuit, hag un deiz e oa bet kavet ar jav en tu gin, ar c'harr torret, ha den ebet e-barzh ...

Ne oant ket paotred fall, met ur vicher disheñvel e oa eus ar re all.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons