Skaer, e kreiz ar maez. Gant 800 micherour e labouradeg paper Kaskadeg. Ha 150 breman.
Pinvidig oa Skaer e bloavezhioù 1950 : micherourien, ur skol nevez flamm (Pierre ha Marie Curie), ur maer a selaoue an dud, ha labour evit an holl. Skolioù leun a vugale, hag 8000 a dud.
Hiziv an deiz avat e vez 5000 a dud e lec'h an 8000 a oa gwechall. Gwerzhet labouradeg Bollore. Ha den ebet ken er chapel, deuet eus Lokarn, e lec'h e veze kaset ar vicherourien d'an oferenn bep gwener, marteze evit "katekizan" anezhe.
Ha koulskoude, "graet e veze an dilennadegoù e Kaskadeg" a lâr an aotrou Joel Huiban, bet iz-maer Skaer.