Abaoe an 18 a viz Ebrel emañ Yannig Baron, prezidant ar gevredigezh "Dihun", hag a zo he fal diorren kelennadurezh ar brezhoneg er skolioù katolik eus Breizh, o yunañ evit ma vefe kelennet a-zoare ar brezhoneg er skolioù-mañ ha kaset en-dro e ziorroadur adarre.
Diskleriañ a ra "Breizhiz ar Bed-OBE" eo kengred penn-da-benn ouzh stourm kalonek Yannig Baron, unan all goude an hini kentañ kaset da benn un nebeut bloavezhioù’zo dijà. Hetiñ a ra ma vo trec’h ar c’hentañ ar gwellañ !
Aspediñ a ra an dud e karg eus an Deskadurezh katolik a vro-Vreizh da seveniñ an erbedennoù, o talvezout evit gwarez an holl yezhoù ha sevenadurioù, hag a voe graet gant ar Pab Yann-Baol II e-pad e veaj e Breizh.
Evit Breizhiz ar Bed-OBE, Reun Allan, Eil-Prezidant (voir le site)