Skrivet gantan "Marvet war vor", setu Yann Bijer deuet da zisplegan da skolajidi Diwan Gwened perak en doa skrivet ur romantig polis
"Ar c'homiser a blij din, skrivet 'm boa tri levr dija gant e avanturioù. Ijinet pep tra ganin, nemet istor an dramm, peogwir e vez kalzig a zramm o erruout dre borzhioù bro Vigoudenn...".
E oaled Skolaj Diwan eman tri-ugent skolajiad o selaou ar Bigouter o kontan (ur gwir konter eo, ha mut ar re yaouank dirak kement a youl hag a fent...) penaos e vez kontet sinoù ur romant gant an urzhiataer, penaos e oa bet dihunet kreiz an noz gant un dudenn bennak, c'hoant gantan da vezan lakaet war ar baper ...
Romant berr ha simpl, aes da lenn evit an holl. Perak ober un difoc'h etre lennegezh ar yaouankizoù ha lennegezh ar re deuet pa vez plijadur o lenn ?