Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
Web tv ar festival : an in hag an off
Ur web tv "ofisiel" a oa kaset gant tud eus Paris n'anavezont ket Breizh tamm ebet, hag un all gant paotr an Oriant
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 23/08/17 10:08
:

Pa vez goulennet gant an dud pet departamant a zo gant Breizh, pe ma vez poellek e vefe Naoned e Breizh... e vez kavet a bep seurt respontoù. Evit an eil "microtrottoir", e vez gwelet anat n'eo ket aes evit an dud reiñ ur respont sklaer, estreget evit an dud a zo o tont eus Naoned hag a oar eus petra zo kaoz.

Met ar souezhusañ tra (25vet eilenn ar filmig), skrivet gant ar filmour ouzh ar skeudenn, eo an daou filmour "web tv ar festival" ofisiel (an "in") n'anavezont tra war Breizh ha ganto emañ skeudennoù "ofisiel" ar festival war lerc'hienn ar FIL.

Evit an dud o dije amzer da sellet pizh ouzh an holl filmigoù, interessant e vefe da welet ma oa bet filmet "Naoned e Breizh", ar giton devezh an dibunadeg veur, pe ar stand "Breizh Unvanet" dirak Palez ar C'hendalc'hioù. Ne vefe ket souezhus ne vefe ket bet diskouezet neblec'h...

Hir an hent, skuizh an den, a lâre tud fur. Ret e vo gortoz c'hoazh, daoust d'ar strivoù graet evit ar yezh ar bloaz-mañ, ar c'hentelioù brezhoneg... Piv oar, gant bro Gembre pedet 'benn bloaz e vo araokadennoù brasoc'h c'hoazh ?

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons