Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Interview -
Ur Vreizhadez e Palestinia
Setu Krista e bro Palestinia (Sisjordania) evit tri miz.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 15/02/12 12:32

Tremen a ra buan an amzer eviti : bevañ hag aozañ meur a vod difeuls da stourm a-enep an okupasion gant ar Balestinianiz, aozañ manifestadegoù ganto,livañ mogerioù ar vezh, raktresoù arzel hag all...

Bemdez e vez komzet saozneg pe arabeg ganti. Gant International Solidarity Movement eo deuet amañ : ur "galloud" eo bezañ a-orin eus ur vro estren e

Krista ouzh moger Palestinia/Israel

Palestinia, rak muioc'h a wirioù 'zo ganti evit ar Balestinianiz zoken.Ken pemdeziek eo stourm pobl Palestinia m'eo dibosubl dezhi kontañ pep tra. Un nebeut goulennoù memestra.

ABP "- Krista, perak out aet ken pell se ? Perak dibab bro Palestinia ?"

Krista - Perak ket ? Arouez ar pep euzhusañ a c'hell tremen er bed eo hervezon, a fed apartheid, trevadenniñ ha gwallziforc'h. Ouzhpenn da se, ne vez ket roet deomp {er broioù all, laromp} ar c'helou gwir diwar benn ar pezh 'zo tro ba du'se. N'eo ket ur brezel a-fed relijionoù, tamm ebet.

ABP- " Kemer a ri perzh en emgav a vo a-benn nebeut ? Gwelloc'h eo mont betek Tel Aviv ha lavarout sklaer ez eer da Balestinia ? "

Krista : Ya, anat. D'ar 15 a viz ebrel e vo : kerzhit war"bienvenuepalestine.com", da gaout an titouroù ! Ne rin ket rak e Palestinia e vin kerkent !! Ober a rimp trouz deus hon tu ivez... gant ar spi ne chomint ket stanket en Europa evel ar wech paset : ur wech c'hoazh, prouet eo bet deomp ez eus ur galloud divent gant Israel, hag un aon bras ganto rak ar mediaoù ha "galloud" an dud a vez "deus tu Palestina".

Ar bras deus ar pezh a reont a zo maez lezenn : ne zoujont ket ouzh al lezennoù etrevroadel, da skouer.Iskis, neketa ?

ABP. "Ar Balestinianiz : Daoust hag e vo un diskoulm a-benn nebeut evito, hervezout?"

Krista - Diposubl eo da lavarout evit poent. "Diskoulm" an daou stad n'eo ket un diskoulm a-benn ar fin, hervezon : an dour, ar gaz, an tredan, lod bras eus ar boued a vez meret gant Israel e Sisjordania. Trevadennet int abaoe muioc'h evit 60 vloazh. Ne baouezh ket Israel da gendec'hel gant e drevadennoù, da zistruj tiez, da harzal ar Balestinianiz, da implij armoù gwir a-enep da dud difeuls er manifestadegoù.... ha kalz muioc'h c'hoazh.

Ne vo peoc'h ebet keit ma ne zeuio ket ar justis en dro.

Hag an traoù ne z'eont ket war wellaat. Met spi a zo c'hoazh e daoulagadan an dud : manifestadegoù a zo e pep lec'h, kaji bemdez. Chom bev a zo ur stourm, dija.

La lucha sigue !!!

evit gouzout hiroc'h :

(voir le site)

(voir le site)

(voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : stourm
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 5 commentaires
Pierre Le Lostec Le Mercredi 15 février 2012 13:30
Joa am eus ouzh Israel ha zo ur gwir vro, hini ar Yuzevien hag o c'hultur dreist-ordinal, hogen e plijfe din gwelet un diskoulm a lakaio fin ar brezel zo etre Palestianiz hag Israeliz (ger-mell ebet a-raok al liesterioù e "-iz"...).
Evel just, ned eo ket gant ar gleizourion gornogour e vo kavet rak Israel koulz ha Palestina zo broioù a gultur hengounel ha tomm ouzh o relijion...Ha ned on ket sur e plij tud an tu-kleiz pellañ dezho...
(0) 
krista rios Le Mercredi 15 février 2012 18:59
Arabat eo mesklan pep tra : yuzevien dreistordinal zo a vil vern, hag n'eo ket aman ar gudenn. Klevet o peus kaoz deus ar galloud Zionist ??? Petra dalv "ur gwir vro" ?? Ul lec'h bet ac'houbet gant tud galloudus a walc'h evit flastran an dud a orin diouti??....
Tud a bep-tu politikel a zo aman, hag "hengounel" ne dalv ket bout deus an tu dehou avat ! pell ac'hann...
N'eo ket ur brezel, met un apartheid (e Sisjordania, pa lavaran mat)... N'eus arm ebet gant ar balestinianiz aman. Lazhet e vezont aes koulskoude.
Met... mard eo ken joaius ha dreistordinal ar "vro" madelezhus-se, deuit ta d'ober un dro warni, buan tre 'welloc'h buhez bemdez an dud aman...
Piv a gomz deus tu kleiz pellan ?!!
Ha ne gredan ket kavout un diskoulm evit ar bobl palestinian, er c'hontrol : stourm a ran ganto, ha ne zivizan tra bet aman. N'on ket war va zouar !!
Fentus a walc'h eo ar pezh a larit aotrou.
Trugarez da lenn hirroc'h war ar sujed a raok respont...
(0) 
Pêr Leon Le Mercredi 15 février 2012 19:01
Penaos e c'hellit aotrou Lostec reiñ mel da Israel pa skrivit kement-mañ war lec'hien ho mignoned eus "breiz atao" ha n'int ket anavezet evit bezañ yuzevgar.
Pierre Le Lostec
November 7, 2011 - 4:52 pm
Vive les évêques de Vannes ! Vive Monseigneur Centène qui ne veut pas d’une Eglise faible face aux ordures de babos pourris ! Vive Monseigneur Gourvés qui défendit Feiz Ha Breizh en écrivant “L’Eglise et le renouveau de la culture bretonne” en 2004. Vive les Vannetais qui ont actuellement neuf séminaristes alors que les autres diocèses sont à la traîne aussi bien relativement qu’absolument (http://seminaire-styves.cef.fr/la-communaute), vive les Vannetais qui votent à droite !
Décidément, les Vannetais, descendant des Chouans et parmi lesquels naquirent Georges Cadoudal, Pontcallec et Jean-Mai Le Pen. Oui, décidément, les Vannetais sont les moins pourris des Bretons…
(0) 
paotr arrepublik Le Mercredi 15 février 2012 20:46
un apartheid ? ha piv a breg eus ar gristenien lazhet ba tout ar vroioù islameg (irak, egypt, soudan, hag all hag all)
mat vefe d'ar re a sikour ar balestianiz selaou mouezhioù kristenien an oriant..
gant ar vezh...
(0) 
krista Le Jeudi 16 février 2012 22:24
Ya 'vat, un apartheid.
Ac'hanta!! n'eo ket peogwir oc'h kristen eo ret deoc'h kredin oc'h ar re nemeto war an douar. Ha mat e vefe deoc'h gouzout ez eus Palestinianiz a zo kristen (ober a reont bier e Sisjordania, zoken), ha yuzevien ivez.
Na mesklit ket pep tra....
Ha ma ne gredit ket komzoù ur ganfartez veldon...
Goulennit digant Job An Irien, da skouer !!!
:p
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons