Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/27/27158_1.jpg
- Rapport -
Ur mor a dud evit an abadennoù war ar straed
Kemperle, an Treou, Skaer : tud e pep lec'h !
Par Fanny Chauffin pour ABP le 2/09/12 10:12

Kemperle, an Treou, Skaer : tud e pep lec'h !

Poblek eo arzoù war ar straed, anat deoc'h. Ur sizhunvezh leun a abadennoù ar festival "les Rias" a echuo hiziv, goude bezañ bet kaset etre 10 hag 20 000 a dud e bro Kemperle. Furlukined, arzourien ar sirk, danserien, sonerien, ... dibabet oa bet an holl gant kreizenn sevenadurel broadel "Le Fourneau" eus Brest. Tud eus pep lec'h, Breizh Veur, Belgia, the "best" a zo hiziv-an-deiz war ar marc'had. Tri strollad Bretoned en o zouez : Emma, Kerdoncuff hag e strollad, hag ur gumpagnuniezh eus Brest.

Diaes eo gouzout ivez pegement a goust seurt festival : arc'hant ebet barzh ar c'hef (pep tra a zo digoust), arc'hantet gant ar Rannvro, ar gumnuniezh kumunioù, an Departamant. Kontañ dre zen ? Dre annezad ? Neuze, etre tri euro ha tregont euro e vefe ar plas ...

Ret e vo diwall memestra ne vefe ket tamm ha tamm erlec'hiet abadennoù dibabet gant tud ar vro, en un doare digreizennet ha bihan, gant seurt mekanikoù bras a lazhfe intrudu ha c'hoant an dud da gregin ganti evit sevenadur ar vro ... Dec'h e Kloar e oa emvod meur ar c'helc'h keltiek, krouet 40 vloaz 'zo, dilennad ebet evit dont da gemer perzh, ken pouezusoc'h eo lidan sevenadurioù all ...

Gant ma vo lakaet muioc'h a blas d'ar re a zo er vro (evit poent emaint oc'h ober fritez, krampouezh, ...) hag a c'hell bezan er straedoù evit seniñ, dañsal, kenderc'hel gant ar gouel groget gant arzourien barrekoc'h, anat deoc'h.

Voir aussi sur le même sujet : festival
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons