Deuet eo er maez ur pezh mell levr graet gant tri den boazet da breg brezhoneg ar vro.
Ul levr tev, plijus, gant ur CD a lakao ar re o dije c'hoant kompren brezhoneg ar vro goude labourioù a bep seurt a zo bet savet gant Mona Bouzeg : hentenn "Selaou, selaou" gant ur CD ivez (rimadelloù, divizoù gant ur bern brezhonegerien a-vihanig), kontadennoù... Ne baouez ket ar gelennerez kentelioù noz (kroget he deus da gelenn e Paris, pa oa kelennerez latin-gressianeg-galleg); kendalc'het ganti, daoust d'ar skoilhoù gant ar skol veur ivez, kar e veze lavaret dezhi e oa komzet ganti ur "brezhoneg botoù koad"...
Met bremañ eo bet lakaet brezhoneg Molan e dilhad sul ganti hag he skipailh. Aes eo da implijout, lakaet dre demoù (ar mor, ar gwez, al labour...). Bez e oa ur bern tud o prenañ anezhañ e stal Marijo, war blasenn st Mikêl ba Kemperle dec'h ! Ur prof Nedeleg a feson evit brezhonegerien ar vro ha tud dedennet gant yezh ar vro.