Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Ur fest-noz gant sonerien ha kanerien ar vro
Ha posubl eo c'hoazh ober ur fest-noz, hep strollad, gant 15 mn evit pep koublad betek un eur vintin ?
Par Fanny Chauffin pour FC le 8/02/15 18:49
:

Ha posubl eo c'hoazh ober ur fest-noz, hep strollad, gant 15 mn evit pep koublad betek un eur vintin ?

E gouelioù An Oriant, e nozvezh ar gavotenn, e Kastell Nevez ar Faou e vez aozet seurt festoù-noz. Amañ gant Daniel Miniou ha skipailh ar gevredigezh "Duig" e oa bet aozet eil fest-noz Taol Kurun e sal ar C'hoad Kaer.

Ampartiz sonerien an Aven a oa splann, hag an danserien a ouie dañsal an heuliad penn da benn o doa bet plijadur.A bep seurt traoù a zo bet kinniget d'an danserien gant kanerien kan ha diskan, sonerien treujenn gaol, biniou bombard (eizh koublad) ha pevar c'houblad kanerien kan ha diskan. Pa oa echu gant ar sono, e chome tregont den o tañsal gant mouezhioù Penseg/Billon o kanañ gant an dud b'an dañs. Hir, hir !

Ma ne vefe ket bet oad an dañserien e vefe bet dispar pep tra : an degemer, ar sonerezh, an aergelc'h tro dro.

Gant ma vo buan bugale ha krennarded o teskiñ dañsal, kanañ, seniñ evit ma vefe ar gevredigezh en he fezh e festoù nozvezhioù Breizh...