Loeiza Beauvir, Klet Beyer, Brieg Guerveno, Rhapsoldya : aze oant deuet holl evit sikour ar skolajidi da sevel kanaouennoù
Rap, folk, kan gant meur a yezh : "Etre glas ha melen" eo ar bladenn gant dek titl, met ivez liesliv a-fed sonerezh. E-pad ur sizhun o doa labouret ar re yaouank asambles gant kanerien yaouank brudet e bed ar sonerezh. Trugarez dezho evit al labour talvoudus-mañ.