Setu pezh a vanke d'ur bern tud pa zeue poent dezho klask war-lerc'h un bennak da ziwall o bugale vihan pad an deiz : ur benveg internet da glask ur vagerez tost o zi.
- Breizh nounou, ober al liamm etre ar gerent hag ar magerezed ha diwallerien bugale
Gant an embregerezh Sinequanon, deus Il ha Gwilen an hini eo eo bet savet al lec'hienn www.breizhnounou.com, e miz Even 2007. Deus un tu e lak o anv ar magerezed (pe ziwallerien bugale) en linenn war al lec'hienn, ha deus an tu all e teu ar gerent d'ober enklaskoù hervez o lec'h bevañ. Ret eo merzet e ra Breizh nounou gant Liger Atlantel ivez.
- Ar brezhoneg kemeret e kont !
O welet an dra-se eo aet Divskouarn e darempred gant tud Sinequanon da ginnig dezho kemer ar brezhoneg e kont. Setu ma'z eus bremañ un emglev etre an daou framm :
bewech ma teu ur vagerez da lakaat he anv war Breizh nounou, e c'hell dibab an elfenn "gouzout a ran brezhoneg hag a-du emaon da gaozeal ar yezh-se gant ho bugale"
neuze pa raio o enklask ar gerent e c'hallint gwelet hag eñ e oar ar vagerez brezhoneg
- Un taol kaer met labour zo c'hoazh !
"Ur bazenn war raok eo da vat peogwir ne oa ket deus ur benveg e-giz-se c'hoazh o kemer ar yezh e kont" Eme tud Divskouarn. "Emichañs e vimp gouest da ginnig ar brezhoneg evit lec'hiennoù ofisiel renabliñ ar magerezed dalc'het gant an departamantoù" a ouzhpennont. Be' zo dija deus enfenconfiance, gant departamant Aodoù an Arvor ha be' vo reoù all gant an departamantoù all.
"evit pezh a sell deus Breizh nounou, n'omp ket eeuneg, gouzout a reomp mat ne vo ket kavet mil magerez war'n ugent gouest d'ober gant ar yezh c'hoazh, met da nebeutañ e tiskouezo al lec'hienn-se, a zo digor d'an holl anezhi, e c'hell bezañ ar yezh un dra ouzhpenn da dalvoudekaat ar vicher"
Muioc'h a ditouroù : Divskouarn divskouarn403 [at] orange.fr 09 60 04 79 83 12 st ar Marn 29260 LESNEVEN
Breizh nounou : www.breizhnounou.fr www.bzh-sinequanon.fr