Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Un distro skol a sifroù hag a neñneñioù evit Divskouarn
Lañset eo bloavezh skol nevez Divskouarn da heul daou sifr : 2000, setu an niver a dud a zo deuet da weladenniñ lec'hienn genrouedad nevez ar gevredigezh, ha 100, setu an niver a izili he deus c'hoant Divskouarn da gaout a-raok miz Genver o tont, profoù zo da gaout evit
Par Gregor Mazo pour Divskouarn le 14/09/07 15:17

Ouzhpenn 2000 gweladenner war al lec'hienn !

Penn kentañ an hañv e oa bet digoret lec'hienn Internet nevez Divskouarn, ar gevredigezh evit brudañ ar brezhoneg a-raok ar skoliata : (voir le site) Ouzhpenn 2000 den zo deuet da welet ar benveg nevez abaoe. Moaien zo adkavout titouroù e-leizh warni : diwar-benn labour Divskouarn, diwar-benn keleier ar brezhoneg hag ar vugaligoù, diwar-benn al lec'hioù e-lec'h ma vez kinniget traoù er yezh d'ar vugaligoù, diwar-benn ar vugaligoù dre vras... Tu zo deoc'h ezteurel pe c'hoazh goulenn traoù war ar c'hudennoù-se ivez dre ar foromoù a vez kinniget deoc'h.

Tizhout 100 ezel a-raok miz Genver 2008, profoù zo da gaout !

Evit gellet labourat e Breizh a-bezh war dachenn ar brezhoneg hag ar vugale vihan hon eus ezhomm e kemerfe perzh ar muiañ a dud posupl. Hor pal a zo kaout 100 ezel en holl da nebeutañ a-raok fin ar bloavezh. Evit reiñ youl d'an dud da emezeliñ e profimp un neñneñ moutig tout ha flour kenañ, graet diwar koton reizh mar plij, d'an hanterkantved ha kantved ezel ! Neuze na c'hortozit ket mui da gas ho chekennoù 15 euro da z/Divskouarn, 12 straed ar Marn, 29260 LESNEVEN !

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1742 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons