Ul laouenan, un durzhunell, ur c'hazh, ur yar ... C'Hoari a ra an teir c'hanerez gant paozioù ar sonennoù hengounel emaint o kanañ. Un ton disheñvel, ur c'han ha diskan o cheñch kanerez bep tro. Ur gontadenn gant mab ar roue lazhet gant e vreur ...
Fent, kempouezh eo plas pep hini gant ur personelezh disheñvel-tre : Annie leun a startijenn miret, Marthe o c'hoari gant he blev hir, doare moue ur vorganez, ha Nolwenn, mousc'hoarzhus hag o reiñ un tañva deus bro Wened gant ar pezh a vez kanet ganti.
Laouen kenañ oa an dud en Oriant o selaou an teir flac'h, o tougen uhel an hengoun kanet e Breizh. Enoret o deus an itron Bertrand (kanet e oa Skolvan gant Marthe) ha Manu Kerjean, gant ur polka.
Krouet o doa doareoù nevez da ganañ gant ur vouezh disheñvel evit pep hini. Plas a oa ivez evit mod kanañ pep arzourez, gwerzioù hir ne vezont ket klevet kalz hiziv an deiz, istorioù o tont deus pell.
E fin an abadenn, galvet adarre, goude ur gavotenn, kuitaet o deus an arvesterien gant ur ganaouenn e galleg, Marthe o seniñ piano war ur veñveg e plastik, ur c'hoariell, hag e oa an teir o sellout ouzh an dud, en o sav, pell-tre deus istorioù folkloraj an nozvezh-mañ servijet war France Inter da un eur noz evit enoriñ ar Festival sañset.
Breizh o krouiñ gant gwirioù don, setu ar pezh a zo bet klevet gant ar re o deus bet ar chans da selaou anezho.