Plijet-tre eo bet ar c'hazetenner yaouank trede klas o sevel goulennoù dirak Radio bro Gwened hag an ABP gant levr Paskal Hervio.
Lentig ar skolajiad ? Tamm ebet. Ar fent, ar veaj en deserzh, istor ar paotr yaouank o tizoleiñ pobl an Douareged a gomz "tamasheq" a oa evitañ ar pep pouezusañ el levr. Prientet en doa an atersadenn gant div follenn n'en doa ket ezhomm da lenn, koulskoude, ken mestroniet e oa gantañ an abadennig.
Priz ar Yaouankiz a zo bet lennet ar bloaz-mañ gant 394 lenner eus daou skolaj publik (Lann ar stêr, Kewen), pevar skolaj Diwan (Gwiseni, ar Releg, Gwened, Naoned) ha lise Diwan Karaez.