Bez emañ Stumdi o paouez degemer, diriaou tremenet, 82 stajiad dispartiet war 5 lec'h stummañ : Aradon (56), Brest (29), Gwengamp (22), Landerne (29) ha Plañvour (56) war prantad kentañ ar stummadur hir a echuo e fin miz Meurzh 2014.
Asantet he deus Annie Ebrel bezañ maeronez er bloaz-mañ. Pedet e vo da eskemm gant ar stajidi.
1. Ar stummadur hir berr ha berr
Brudet eo Stumdi evit e stummadur : “brezhoneg e 6 miz”, krouet 16 vloaz 'zo, hag a ro tro da zeskiñ an diazezoù ret evit ober gant ar brezhoneg war ar pemdez.
Kinniget e vez gant an aozadur daou brantad bep bloaz e Aradon, Gwengamp, Landerne, Plañvour hag e Brest abaoe miz Gwengolo 2012. Degemeret e vez - nemet war ar stummadur-mañ (1) - ouzhpenn 120 stajiad : tud dilabour, implijidi pe hiniennoù.
Bez e c'hell ar stummadurioù bezañ kemeret e karg e meur a zoare : skoazell ar rannvro evit an dud dilabour pe un ehan hiniennel stummañ (CIF) evit an implijidi.
Ur servij heñchañ dibar krouet e 2006 a zo e bal sikour ar stajidi o deus c'hoant da wellaat o doareoù da glask postoù-labour divyezhek e-pad ha war-lerc'h ar stummadur hir.
Hervez ar respontoù a vez dastumet bep bloaz gant Stumdi abaoe tri bloaz (84 % eus ar stajidi a respont d'an enklask), 90 % eus ar stajidi goulennataet a zo pe war ur post-labour pe oc'h ober studioù stag ouzh ur vicher divyezhek pe an daou asambles.
Daou brantad stummadur hir e 2013-2014 :
-Eus an 12/09/2013 d'an 28/03/2014
-Eus an 09/01/2014 d'an 11/07/2014
Les chiffres de la rentrée :
- Aradon : 12 stajiad
- Brest : 21 stajiad
- Gwengamp : 16 stajiad
- Landerne : 21 stajiad
- Plañvour : 12 stajiad
2. Un nevezinti er bloaz-mañ
Bez emañ Stumdi o paouez kinnig da 16 eus an 82 stajiad, ur formulenn nevez : deskiñ an diazezoù e-kreiz ar stummadur hir (e-pad 3 pe 6 miz) gant un devezh bep sizhun war tachenn ar bugaligoù, bep Gwener.
Prantad o tont : eus an 09 a viz Genver 2014 d'an 8 a viz Ebrel 2014
Kinniget e vo ivez er bloaz-mañ ar formulenn 2 zevezh bep sizhun e-pad teir sizhunvezh evit an dud a labour war tachenn ar bugaligoù.
Prantad o tont : D'an 10-11/10/2013, d'ar 17-18/10/2013, d'ar 24-25/10/2013 e Landerne
Da notenniñ :
1. Formulennoù-all a vez kinniget a-hed ar bloaz (deuit da gemer titouroù war hol lec'hienn Internet : www.stumdi.com).