Pellaet eo bet an termen betek ar Merc'her 24 a viz Ebrel 2013 evit an dud o defe c'hoant kas un teuliad a-benn lakaat o anv war ar stummadur "mont da skrivagner brezhonek".
Plijet oc'h o skrivañ e brezhoneg, un istor ho peus da gontañ, raktresoù e leizh a zo ganeoc'h ha danevelloù leun ho chakodoù !
Kinniget e vez ar stummadur gant Stumdi, aozadur stummadurioù micher d'an dud deuet, Livre et Lecture en Bretagne, skoazell d'ar c'hrouiñ lennegel e Breizh, Dizale, produiñ kleweled, ha kuzul Rannvro Breizh. Sevenet e vez gant Le Groupe Ouest, Ahel Europeat Krouiñ er Sinema.
Kaset e vo ar stummadur war 7 miz, gant stalioù-labour aozet ha lojet e Brignogan ha gant mareoù labour a-hinienn. Rannet e vo an 3 sizhunvezh labour e Brignogan : eus ar 27 a viz Mae d'ar 1añ a viz Even, eus ar 26 d'an 31 a viz Eost hag eus ar 25 d'an 30 a viz Du.
Kavout a reoc'h amañ-staget ur galv a zispleg ar stummadur hag e vont-en-dro.