Piv a oar eo kalet stourm ar re vouzar e bro C'hall ? Piv oar zo 6% eus ar boblañs e bro Frañs a zo bouzar ? Setu neuze un dra important a zo bet graet disadorn gant skipailh aozerien Gouel Broadel ar brezhoneg : lakaat stourm ar minorelezhioù war wel, gant kudennoù heñvel. Da lavarout eo, bout minorelaet, gant ur fae evit o yezh, yezh ar sinoù, a c'hell (ha se oa splann dec'h) lavarout pep tra. Neuze, war un ton brav oa lakaet ar gomz, istor ha testenioù, ha dreist-holl stourm an deiz a hiziv kaset ganto, ha displeget e brezhoneg. Gallout a rit, a-benn nebeut sellout ouzh ar brezegenn penn da benn, pa vo lakaet en linenn.