13 avril 2013 à la Maison des Associations de Lorient
EVIT PIV ? Evit an holl met ret e vo deoc'h distripañ un tamm brezhoneg memestra !
C'hoant ho peus da vezañ komedian ha leurenniñ ho istorioù ?
Fellout a ra deoc'h ober c'hoariva hep deskiñ testenn ebet ?
C'hoant ho peus bevañ un dro-gaer hag eskemm gant tud all ?
En em gavout a ra brav ! Ar staj-mañ zo evidoc'h.
PAL Dizoloiñ diazezoù ar c'hoari war ar prim.
Deskiñ selaou gwelloc'h, brasaat an evezh ha kavout e blas war al leurenn.
Deskiñ kaout fiziañs o c'hoari dirak tud.
PROGRAM Ober anaoudegezh (mod c'hoarioù)
Diazez an impro
C'hoarioù ha pleustradennoù tro dro d'ar c'hoari war ar prim
Kregiñ gant ar c'hoariva war ar prim dre sketchoù bihan
Krogadig impro etrezomp
Bilañs buan ha buan
STUMMER : NIKOLAS AMAURY
Nikolas a ra C'hoariva war ar prim e galleg abaoe 4 bloaz. C'hoari a ra er strollad GIGN (La Guilde d'Improvisation Guidéloise Nomade !).
Labour a ra evit Emglev Bro An Oriant. Boaz eo da vuheziñ strolladoù tud.
Plijadur a vo gantañ sur eo !
PRIZ 20 ¤ an devezh - 10¤ arrez evit lakaat ho anv
15¤ evit an dud dilabour hag ar studierien – 5¤ arrez evit lakaat ho anv
Ma n'oc'h ket 'barzh ur strollad ezel deus C'hoariva e vo ret deoc'h paeañ skodenn 2013 ar gevredigezh : 10 ¤
LAKAAT HO ANV HA TITOUROÚ
choarivabrezhonek [at] gmail.com
06 38 78 35 15
Staj aozet gant ar gevredigezh C'hoariva - www.teatr-brezhonek.org