Kinnig a raio Divskouarn ha Stumdi ur staj brezhonek evit an deraouidi hag an dud ezhomm ganto mont war-raok gant ar yezh, diwar-benn bed ar re vihan. Ar pal a zo kaout un tañva d'ar brezhoneg ha deskiñ traoù da adimplij diouzhtu en un en dro micherel (magourioù, magerezed...) pe familh : kerent, tud kozh
Un eil tro !
Pinvidik ma 'z omp bremañ diwar skiant-prenet ar stummadur kentañ bet e miz Genver, e kinnigomp gant Stumdi, kreizenn stummañ micherel brezhonek, un eil stummadur tro dro d'ar brezhoneg e bed ar re vihan. E miz Genver e oa deuet meur a zen, tud a-vicher anezho holl.
Digor d'an holl e vo :
Kinnig un darempred kentañ d'ar brezhoneg eo pal ar stummadur-se, met liammet gant bed ar re vihan. Abalamour da se hon eus divizet e klotfe ar staj-mañ d'ar re zo o kregiñ ganti, met ivez d'an dud a oar un tamm pe muioc'h hag o deus ezhomm mont war-raok dreist holl diwar-benn brezhoneg ar re vihan. Digor eo an traoù d'an dud a-vicher, pe d'an dud a zo dedennet gant an danvez : kerent, tud kozh...
An danvez
C'hoant hon eus tizhout tud n'int ket brezhonegerien ampart, o labourat e-barzh ur framm bugaligoù pe a zo e darempred gant bugale yaouank, ha kas dezho alc'hwezioù da dreuzkas ar yezh memes tra. Desket vo diazezoù ar yezh, peadra da lenn un istor simpl, frazennoù boutin, rimadelloù, soniouigoù.
Titouroù pleustrek
6 devezh vo ar staj, ledet war 3 sizhun e miz Even : 11 ha 12 / 18 ha 19 / 25 ha 26. 550 euro eo ar priz evit an dud a-vicher (tu zo lakaat anezhañ dindan ar stummadur dibaouez), ha 250 evit ar re all.