Brav ar raktres, brav ar 24 abadenn, peadra d'ober anaoudegezh gant skrivagnerien paotr ha plac'h par ouzh par, skouer ul lennegezh nevez ha gwriziennet e brezhoneg ar vro evit lod anezho
Gan Angele Jacq, Annie Coz, Mai Ewen, Yann Gerven, Bernez Tangi, Mikael Madeg ... e vez lennet ur pennad eus an oberenn, dibabet gant ar skrivagner(ez), ha war lerc'h e tispleg ar skrivagner ar rak hag ar perak e skriv e brezhoneg, penaos e teu dezhañ/dezhi ar c'hoant da skrivañ, e peseurt doare brezhoneg, evit piv, ...
Da sellout, da adsellout, ha war lerc'h, da vrudañ evit ma vefe lennerien ha skrivagnerien stankoc'h ha plijet da lenn istorioù a bep seurt, istorioù a-vremañ, fentus, kriz hag istorioù dic'hortoz...
Evit kregiñ ganti :